Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

Frans. Aman e zo nebeud nebeud a douar gwiniz, pe, ’vit laret ervat, nebeud a douaro bet gwiniz enne. Rak me ’zo ’zur, ouz gwelet ar pez a roont, yeot dru pe houpez (houblon), ec’h int gouest da rei ed bara.

Prajeier eo a wel an nen ar muian en daou du d’an hent, prajeier ha bagado saoud enne. Rak ar Zôzon a zo debrerien vras a gig, dreist-oll a gig ejen. Lêz ive ac’h evont kalz, dre mac’h int sot gant te, n’ê ket te rik, mes te gwennet gant lêz. Pa ris ma beaj Kymri, e tigoueas d’in meur a wej gwelet trenio lêz o vont ’trezek Londrez.

Goude ma zo du-man ha du-hont gwe avalo, n’omp ket aman koulskoude en eur vro jistr. Eur bannac’hig bennak a ve grêt : mes kennebeud ken n’eo ket a-boan hen laret. Ha ne ra ket ar Zôzon digas jistr d’ê eus Frans, evel ma reont digas gwin : red eo, herve zeblant, bean ministr evit kaout mat ar sort evaj, rak an otro Asquith a larer ne ve gwej ebet ken distag e deod ha pa ve eur chopinad jistr dirakan.

Bier a rêr kentoc’h, dre aman ! Setu perak e weler houpez o sec’han war meur a dachen douar. Ha c’hoaz n’ê ket bier ’eus ar c’hentan. Deus an Almani e teu ar gwellan eus an hini a ev ar Zôzon.

Hag an ed, pelec’h ec’h eont d’hen kerc’hat, penegwir e hadont kennebeud anean ? D’o c’holonio emichans, d’ar C’hanada ha d’an Ostrali. Ha neuze dibri a reont nebeud a vara. Avalo douar eo a blij d’ê dibri gant o c’hig. Setu perak adalek miz mê e weler o listri o tont da gargan avalo douar abret war geio Sant-Malo, Landreger ha Kastel-Pôl.

Ar c’honverz eo pinvidigez Bro-Zôz hag ive ar vekanikerez. Dre m’he deus mengleuio glaou douar sof kont, dreist-oll en dro da Gardiff, ne goust ket