manati sant Divi, ha hanvet eno, diouz mennad Kymriz, eun eskob eus o gouenn, an otro ’n eskob Mostyn.
Nebeutoc’h c’hoaz a zo d’ober en Bro-Skos : eur vikelaj abostolik a zo enni, ha netra ken. Mes aboe ar bla 1878 he deus eun arc’heskob, hini Edimbourg, ha daou eskob.
Ha koulskoude e Bro-Skos, evel en Iverzon, eun darn vras eus ar vroïz o deus dalc’het start da fe gatolik o zado. Tud enezenno an hanter noz eo ar gatoliked vat-se, hag int Kelted a ouenn hag o komz skoseg. Dre ar Skosed digeltiaet eus ar c’hreiste eo e teuas ar brotestantiez er vro. Eno, evel e Breiz en amzer vreman, e oe gwir ar c’hrenn-lavar :
Gant ar yez keltiek e teuas ar feiz,
Gant ar yez estren ez eas er-maez.
Kentan eskob a roas Pi nav d’ean arc’heskopti Westminster, e oa an otro Wiseman, eur beleg iverzoniad. A hendall, eun den gouiek meurbet, eur skrivagner ha n’an devoa ket e bar evit skrivan en sôzneg. Er memes amzer e hanvas anean kardinal evit ober enor da gatoliked Bro-Zôz.
Ar re-man eta a greske an niver anê a vla da vla. Mes, o welet se, kalz a brotestanted a zavas trouz, gant a zroug ac’h eas enne. Unan anê zoken, eul lord, mar plij, da laret ê eun den eus an noblans uhelan, en em ankouaas betek prometi arc’hant hag aour d’an neb an nije sklapet fank gant an arc’heskob neve ; mes gwapaet e oe gant an dud a skiant vat.
Ar sort frouden na oa nemet eun tan plouz. Ne spontas tamm ar Gatoliked. Er bla warlerc’h (1851) e tigemeront c’hoaz en o Iliz eur pastor a zoare eus Iliz uhel an Anglikaned, an doktor Manning. Heman eo a oe hanvet er bla 1865, goude maro an