Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

heuilh anê, tud a renk uhel, avat, d’ar peurvuian tud hag o deus êz da studian. An itron Herbert, an hini a zigemeras, breman ’zo dek vla, an otro Gwegan ha me en he c’hastel Llanover, en Kymri, na oa ket da gentan, mes deut ê da vean katolikez. Ha nag a hini, a ligne uhel evelti, ec’h ê bet diskoueet d’ê evel d’ei, gant an otro Doue, hent an distro !

Ar bobl protestant a renk izel n’ê ket eur vammen a gatoliked : dre ma n’ê ket disket kaer ar rum tud-se war dreo ar relijion, e viront kazi dalc’hmat ar c’hredenno a zo bet a-viskoaz en o spered pe gentoc’h, siouaz ! e kollont anê a-grenn, mes hep pleal da lakat reo-all en o lec’h.

Penôs eta e tigoue d’al loden vrasan eus katoliked Bro-Zôz bean paour ? Toue zur, aboe ar bla 1829, ma zo leusket muioc’h a frankiz gante evit heuilh a relijion, e zo deut Iverzoniz katolik a-leiz da chom da Vro-Zôz, hag ar re-man, evel m’ouzer, o deve nebeud a zanve.


§ XXIV. — ESKIBIEN EN BRO-ZÔZ. — AN DAOU ARC’HESKOB KENTAN. — WISEMAN HA MANNING


Beprêt ê e teu niver ar Gatoliked, ’n eur ober dek vla da vean ken bras en Bro-Zôz ma kav an Tad santel ar Pab, er bla 1850, ec’h ê arru ar c’houlz da uhelaat renk ar vro-ze dirak ar bed katolik : diwar vreman ne vo ken er vro a vision, mes eur vro a eskibiaj. Kroui a ra Pi nav enni eun arc’heskopti, hini Westminster, en Londrez, hag eun toullad mat a eskibien. Eun eskob hepken a oe hanvet en Bro Gymri, dre m’he devoa nebeud a gatoliked. Mes er bla 1898 e zo bet krouet eun eskopti en Menevia, ar gêr elec’h ma oa gwejall