Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

otro Wiseman, arc’heskob Westminster. Dont a reas ive da vean kardinal ha kement a doujans hag a garante a diskoeas d’ean Londrez, koulz ar brotestanted hag ar gatoliked, ma teuas a-benn, er bla 1889, da zispenn eun diskrog-labour spontus, savet gant daou c’hant mil micherour, En e rôk ministred ar rouanez Viktoria o devoa klasket lakat anê da hadkrigi gant o labour, mes n’o devoa ket gallet en em dremen oute[1].


§ XXV. — AN ARC’HESKOB VAUGHAN : EUR GATEDRAL NEVE ; LEZEN AR SKOLIO


Tri bla goude, ar c’hardinal Manning a varve hag a leze gant an otro Vaughan, eskob Salford, e garg a arc’heskob. Setu roet da heman, d’e dro, an tôk a gardinal. Hag hen kenkent oc’h ober ar gammad vras war rôk ’n eur bozan ar men kentan eus eur gatedral neve. Bean e oa kent unan en Londrez, mes en eur c’harter distro ; ha neuze, dister e oa, re dister evit katoliked ar gêr, a gonted 600.000 anê elec’h an 60.000 ma oant er bla 1850. An iliz neve a zaver anei e kalon Londrez, tost d’iliz abati Westminster, eun iliz gaer a oa bet diframmet digant ar gatoliked e-kerz amzer ar Refurm. Bras a-walc’h e vo ar gatedral neve evit lakat enni diou pe daer iliz evel hini Gwengamp. Ha pegen kaer eta ! Breman, pan ê achu an diavêz anei goude nao blavez labour (1894-1904) ha pa zeller ouz ar pez a zo peurc’hrêt en he diabarz, e c’hell katoliked Bro-Zôz he diskoe d’o breudeur dianket, hep kaout

da blegan o fenn.

  1. E-touez ar re o deus skrivet bue ar c’hardinal Manning, e fell d’in hanvout an otro Francis de Pressensé, eur sosialist ru-tan eus Frans, Meulet ê meurbet gantan koulskoude, pez a ziskoe e oa eun den a dalvoudegez dispar.