Peadra, da zur, da lakat gwad homan da drei : en em gemer a ra ouz an diasanterien (non-conformistes), da laret ê ouz ar brotestanted dizouj, koulz hag ouz ar gatoliked.
Mes seulvui ma wallgas anê, seulvui e kresk o niver. N’eont ket oll avat war a memes tu. Darn a gred eun dra, darn eun dra all. Ar re-man o deus beleien hanvet gant ar bobl gristen dre votadeg (presbiterianed a rêr anê) ; ar re-ze n’o deus nemet pastored karget hepken da lenn ha da zisplegan d’ê an Aviel. Laket war ar marc’had hanter-kant pe tri-ugent rummad-all, hag e welfet petra ê deut ar fe gristen da vean dre fors lemel diouti tamm ac’han ha tamm alese.
Eul liamm hepken a zo etreze : kasoni ouz ar fe gatolik, dreist-oll ouz an Tad Santel ar Pab. « No popery ! Pab ebet ! » Setu ar gir o deve oll leiz o geno anean.
Ar rouane, eus o zu, a gerzas, goude Elizabet, dre an hent he devoa digoret d’ê : gant o farlamant e klaskjont oll, pe vuioc’h pe nebeutoc’h, gwaskan ar gatoliked. O herzel a rênt da heuilh o relijion dirak an oll ha zoken e-kuz ; serri a rênt oute an oll gargo a enor. Ret ê disken, a hed ar c’hantvejo, betek an naontekvet kantved, evit gwelet o skanvaat dorn ar waskerien.
N’ê ket hepken war gatoliked Bro-Zôz e pouezas dorn ar rouane brotestant aboe amzer ar refurm : re Vro-Skos, re Vro-Gymri ha re lverzon a zantas anean ive, hag hen ponner eus ar ponneran.