Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

kaver peadra da zamman Heri VIII hag Elizabet. Setu e ver o paouez bean moulet en Londrez (1908) eul levr grêt gant mestr ar furcherien en Bro-Zôz, an doktor Gairdner, hag a gaver ennan ar girio-man : « N’hallomp ket lenn, eme an istorier, e pe doare ec’h ê bet boureviet ar verzerien gatolik d’ar mare-ze, hep en em c’houlen ouzimp hon-unan : daoust ha ne oa ket ar gwir a du gant tud a galon ken uhel hag ar re-ze ? Kordan gante eun nebeudig hep kordan a-grenn, e vefe eur vez »[1].

Ha koulskoude an doktor Gairdner, koulz ha Cobett, a zo protestant : n’ê ket eta hep abeg ec’h int tuet war ar poent-man gant ar verzerien gatolik.

Bet e vije mouget ar fe gatolik da vat en Bro-Zôz, fôt a veleien, mar ne vije ket êt eur beleg hanvet Allen, da zevel eur seminer en Rouan, eur gêr eus ar Frans : ennan e vije stumet misionerien sôz hag ac’h ê goude, en riskl eus o bue, da rei konfort d’ar re eus o c’henvroïz a oa chomet fidel d’ar gwir fe[2].

Mes n’ê ket hepken diouz ar gatoliked he devoa droug ar rouanez jentil. E-touez he frotestanted, e wele kalz oc’h ober o fenn fall. Sonjet eta ! Mar plije d’ê ar refurm, ne felle ket d’ê en em refurmi, e-giz Elizabet. « Pab na pabez ebet, eme-int, nag en Rom, nag en Londrez ! Nag eskibien ken nebeud ! Kement ha ’n em distagan diouz Rom, ne viromp netra eus he doare da ren ar Gristenien. »

Ha ne oa ket a-walc’h d’ê laret ; ober a rejont.

Ne blegjont ket d’anzao o rouanez evel pabez.

  1. Sollardy and Reformation in England (London 1908).
  2. Ar seminer-ze a zo bet dispennet, koulz ha re Frans a-bez, aboe an disparti.