Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

Ar Skosed, touellet gant eur prezeger a zoare, en em dôlas abret hag a-leiz ebarz ar refurm : mes ne chomjont ket, int, hanter-hent : d’an iliz presbiterian ha n’ê ket d’an iliz anglikan ec’h ejont. O rouanez Mari Stuart a renkas tec’hel hag ac’h eas da c’houlen repu digant he c’hinitervez vat Elizabet. Kouean mat a rê : eur prizon he deus diganti ha ne deu e-mêz, goude seitek vla, nemet evit bean dibennet. Unan eus euzusan torfejo a zo bet grêt biskoaz. Mes eus peurz Elizabet n’ê ket eun dra iskis : n’he deus ken na kalon na mez.

Goude maro Elizabet, e teu roue Skos da ren en he flas ha setu an diou gurunen war ar memes penn (1603).

Bro-Gymri a goueas dindan domani Heri VIII gwir dad an Iliz anglikan, er bla 1526. Ezom ebet da laret e tismantras eno, evel en Bro Zôz, an oll gouencho. Ar veleien, argaset diouz o ilizo hag o zier, a dle, evel ar venec’h, kemer an tec’h ha setu Kymriz hep beleien. Ne c’houlont ket ken nebeut eus eskibien Heri hag Elizabet, dre m’o deus aon da vean kabestret. Hag ar penno tiegez a gemer plas ar veleien gatolik evit kelen o zud war ar relijion. ’Benn ar fin, ec’h asantont d’ar c’hredenno neve, hag e kargont prezegerien da zisplegan d’ê bep sul ar skritur zakr. O relijion o deus eta d’ê o-unan, koulz laret : nan int nag anglikan evel darn eus ar Zôzon, na presbiterian evel ar Skosed.

Diweatoc’h e rofont ar peurvuian o hano da Wesley, evit bean metodisted, mes hep eskibien na beleien. Hirie c’hoaz ec’h int ar peurvuian stag ouz an doare-ze da gridi ha da bidi.