Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

houc’h goue a vrezel ; lemman a rei e zent ouz dervenno Bro-C’hall ; troc’han a rei ar gwe bras ha gwaskedi a-rei ar plantenno munut ». Ha setu Bretoned Arvor, er bla 1186, o lakat en o c’hreden ec’h ê diougan Marzin da zont da wir. O duk Jafre Plantajenet, eur mab da Heri, roue Bro-Zôz, a varvas, ar bla-se, hag e intanvez, an dukez Konstansia, merc’h d’an duk Konan, a c’hanas eur pôtr bihan. E dad koz a felle d’ean e vijet bet hanvet Heri eveltan. « ’Vo ket, ’vo ket, eme ar Vretoned ; Arzur e vo e hano. » Kridi a rênt e oa ar bugelig Arzur-Veur, savet eus gourenezen Avalon, ha deut da hadvevan en Breiz-Vihan evit kas kwit ar Zôz miliget. Ha bean o devoa seulvui a fians, ma tiskenne an duk Konan eus Alan-Veur ha ma tremene heman evit bean eus ligne Arzur-Veur. Tridal a rê o c’halono gant al levenez. Siouaz ! Kouean a reas abret o esperans ! Goude bean bet labouret evit kriski gloar e vro, e koueas an duk Arzur, c’hoaz yaouank flamm, er pech a varo a stignas d’ean e yontr Yan Dizouar, roue Bro-Zôz (1203).

Piou ’ta, benn ar fin, a argaso ar Zôzon eus Breiz-Vihan ? Den ebet ? Geo, hag eun Arzur e vo, Arzur III, duk a Vreiz, komt a Richmont ha konestabl a Frans. Ha n’ê ket hepken Breiz a vo dilivret gantan, mes Frans a-bez : hen eo a roo skoazel da Janed Ark evit kas kwit ar Zôzon hag a beurachuo he labour (1428-1453).

Mes setu ni, lenner ker, e-kreiz liorz an istor gant Arzur III, an duk a Vreiz-Vihan, hag-hen e oamp bremazonn e liorz ar marvailho gant e baeron, ar roue burzudus a Vreiz-Veur.

Ah ! Marzin, Marzin ! te eo, gant da walen a zorser, an neus c’hoariet d’imp an dro-ze ! Eun tôl