Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

vean evite, a-benn tri c’hant vla, eur brezelour didrec’h, re d’an oll vrezoulerien a oa bet war an douar. Gwir ê e oa bet trec’het ha lac’het en emgann Kamlann : mes dre dreitouraj ê an hini a oa. Marzin, ar barz divinour, ha Taliezin, eur barz-all, kemeret gante korv o roue, ac’h eas d’hen kuzan en gourenezig Avalon, elec’h m’an nevoa savet Josef Arimati eur chapelig d’ar Werc’hez ha ’lec’h ma oa neuze eur manati brudet[1]. Eno, herve ar varzed, e kousko Arzur ken ma teuio, eun de bennak, da zihuni, da stourm ouz ar Zôzon ha da lemel e ziou Vreiz eus a dre o c’hraban. Ya, e ziou Vreiz, rak Bretoned Kymri n’ankouaent ket o devoa breudeur en Breiz-Vihan, breudeur hag en em glemme ive diouz an enebour miliget.

N’em eus ket ezom da laret e lake ar varzed o roue burzudus da dremen dre Vreiz-Vihan. Eno ive e oa enebourien da Jezus-Krist ha, dre-ze, peadra da c’hoari ar c’hleve. Setu perak e kontent d’imp ar strobinello (enchantements) an nevoa grêt Marzin, barz Arzur, en forest Brekelien[2]. Homan a oa goloet ganti d’ar c’houlz-se eun tri c’hart eus hon gourenezen. Kavet an neus ar strobineller eno ar voudig Gwibiana ha roet d’ei eun hanter eus e galon. An hanter-all an eus miret evit e roue. Hag e welomp anean o vont hag o tont, ’n eur nijal kouls laret, etrede o daou, evit mont tro-ha-tro da zikour unan ha da diviz gant eben.

Marzin a dremene ive evit eun divinour ; kridi a rêd ec’h anavee an treo da zont. E touez e diougano e kaver homan : « Eus Konan e teuio eun

  1. Hirie kêr Glastonbury.
  2. Koajo Loudeak, re·Avelgor, Malane, Coat-an-Noz ha Beffou a zo pastello eus forest Brekelien.