Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

breman ganti, ’vit da binijen, ha kas ac’hanomp seiz pe eiz kant vla a-dre. d’an amzer ma oa barzed an diou Vreiz o vrodan kontadenno war bue o brezelour dispar.

Trugare d’it ha… kenavo. Rak ne fell ket d’in na d’am lenner ober hiviziken ken spontus lamp a dreuz d’an amzer.


§ Xl. — ADARRE DANVE-KAN AR VARZED : MARC’HEIEN AN « DOL ROND » HAG AR « GRAAL SANTEL »


Treo burzudus eta a lake skrivanierien ha telenourien Bro-Gymri ha re Vreiz-Vihan en bue o roue Arzur. Mes bean o devoa c’hoaz danve all evit sevel kontadenno dudius da glevet. Rei a rênt d’Arzur eul lez (cour) eus ar c’haeran, hag enni e lakent marc’heien leal, tud a galon, tud a spered ha tud a fe, sort ne oa ket e lec’h-all war an douar. Ha kemm ebet etreze : c’hoant gant ar roue da lemel digante an digare da laret e oant a renk uheloc’h an eil evit egile, ec’h azee gante, evit dibri, ouz eun dôl rond, ne oa enni na krec’h, na traou. Helibini gante emichans, piou a skoje an tôlio kaeran war an enebour, ar Zôz, ha war an dud fallakr ; helebini piou an nije diskoueet ar garante vrasan e-kenver Doue hag an nesan, piou ive a vije bet ar muian glan a gorv hag a ine.

Kement man, lenner ker, a zigas koun (souvenir) d’ac’h eus besel sakr Josef Arimati, eus ar Graal santel hon deus gwelet an ele o kuzan en eur palez amgwel (invisible) ha na dlee bean kavet nemet gant eur marc’heg leal ha gwerc’h. N’ê ket gwall-diês eta d’ar varzed vreton meskan istor burzudus ar Graal gant istor burzudus marc’heien an Dôl Rond. Evit livan c’hoaz kaeroc’h bue ar re-man o deus ijinet o lakat da glask ar Graal.