en-dro da Roaon ha da Naoned : an diou gêr-man o devoa ’benn neuze eskibien roman.
E-touez kernio douar hon gourenez, unan eus ar re gentan da zigemer an diavezidi e oa hon hini, an hini a red ennan ster ar Gouet. Ar blâ 460, e tisken eno eun penntiern, hanvet Frakan ; eun toullad tud a zo gantan, en o zouez e vibien Jakut ha Gwenole. Kenkent e sav lojeiz evitan hag evit e diegez ha setu krouet eur plou[1], an hini a zo hanvet breman Ploufragan.
Eur maread amzer goude, e teu douaro all, tost da re Frakan hag en daou du da ster ar Gouet, da vean kemeret gant eur penntiern-all, e hano Rigal. A boan e oa d’ean bean savet e blou mac’h arruas en e di eur misioner, kenderv d’ean, hag a c’houlenne digantan douar evit sevel eur manati ; rak bean a oa gantan nav ugent manac’h. Hen koulskoude na dougo ket an hano a abad : eur galloud a eskob an devoa, ha ne blee ket hepken gant e venec’h mes ive gant ineo tud ar vro. Briek a rêd anean, hag e hano, hano eur zant, a zo douget c’hoaz hirie gant eun eskopti hag a ra enor d’ean.
E keit ma rê Frakan ha Rigal o aze en têrouer ar Gouet, e tivore sant Budok, eun abad gouiek, en enezenig Lavret, e-kichen enezen Brihat, hag e save eno eur manati evit e venec’h. Gantan eo e oe skolaet ha grêt abad sant Gwenole, arôk mont da zevel hen e unan eur manati, e-kichen ster an Elorn[2].
Er memes mare e tiskenne ar roue Karatok en