Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

d’an nebeutan, n’hon deus ket da vean souezet o welet anei, ’rôk ar blâ 500, o tougen eun hano neve, an hano a Vreiz, roet d’ei gant Breiziz, he zud neve. Breiz-Vihan a vo grêt anei a-wejo, evit he dishanvelout diouz enezen Breiz-Veur. Mes ar peurvuian e vo hanvet Breiz berr ha berr. An diou loden a Vreiz-Veur a zo chomet c’hoaz enni Bretoned a vo roet d’ê an hano a Gymri hag an hano a Gornwal[1].

’N eur chanj a hano e chanj ive tud Arvor hag a yez hag a relijion. Rak, evel ma lavar ar barz Kymro Taliezin wardro ar blâ 800 : « Ar Zôzon o devoa diframmet pep mad digant Breiziz, nemet o hano, o yez hag o Doue. »

Pa goustas ken ker d’hon zado koz mirout an tensorio-ze, n’eus ket ezom da c’houlen hag-en e teuas gante o yez da Vro-Arvor. A -benn ar blâ 550 e c’heller laret e oa trec’h ar brezoneg d’ar briz-latin a gomze Arvoriz, ya, ha trec’h er c’hourenez a-bez, adalek abati sant Vaze betek ster ar Vilan, nemet endro da Roaon. Penôs e tigoueas d’hon yez kaer, pevar c’hant vlâ goùde, tec’hel diouz Breiz-Uhel ha souzan betek bro Sant-Briek, n’eman ket war-non hen displegan : re bell e trofen diwar ma hent.


§ VIII. — BREIZIZ IVE A RO D’ARVORIZ O FE GRISTEN.


O fe gristen ive a zigasas Breiziz gante da Vro-Arvor, ha gwell a ze. Rak paianed e oa c’hoaz

Arvoriz d’ar c’houlz-se, nemet ar re en em gave

  1. Daoust d’an hano a Cornouailles a roer d’ar vroïg-se en galleg, n’eo ket hi maeronez da Vro Gernev (Cornouaille en galleg).