Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

bro-Wened, hag ar roue Gradlon-Meur en-dro da ster an Odet ; gant heman e teue Kornaviiz, a rêr anê breman Kerneviz.

Eun tamm diweatoc’h e oe tro bro-Leon : war-dro ar blâ 512 e tigemere hi sant Pôl Orelian.

Eur misioner all, Tugdual e hano, goude bean grêt eun disken kentan en tu ar c’huz-heol eus Bro-Leon, a deuas da divoran en têrouer a dremen dre-z-an sterio al Leger, ar Yaudi, an Treo hag al Leff. E vamm Pompeia a oa gantan ha meur a vanac’h, en o zouez Kirek, Briak, ha, kazi zur, Efflam ha Goneri. Ar peurvuian e vije hanvet Pabu Tugdual, da laret ê Pab pe Tad Tugdual, rak tad e oa en gwirione d’eur bern ineo. Treuzi a reas, ’n eur ober kristenien ha zoken ’n eur ober diskibled, ar vro a-bez adalek ster al Leger bete ster ar Rans. Mes ar brasan eus ar manatio a zavas e oa hini traouien Trekor, hini Landreger : abad e oa er manati-man hag ouz e garg e oa stag ar galloud a eskob.

War-dro ar blâ 550 e weler ive sant Samson oc’h aruout hag o sevel manati Dol. E genderv sant Maglor a zo ouz e heuilh, hag ive meur a ziskibl, en o zouez sant Meven[1] Sant-Malo, eur misioner-all a deuio hepdale d’hen sikour hag a zavo eun eskopti en enezen Aleth.

Setu hanoio unan bennak eus ar visionerien vreton a hadas ar fe gristen en Bro Arvor etre ar blâ 450 hag ar blâ 600. A drugare Doue, douget he deus freuz : hirie c’hoaz n’he deus ket an Iliz

katolik lealoc’h bugale evit katoliked Breiz-Vihan.

  1. Ar zant-man ac’h enorer en iliz Tremeven, en chapel Saneven eus parouz Lanrodek, hag en meur a iliz pe a chapel all.