Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

magan kement a dud, ha dre-ze e sonjas meur a rener klan[1] pe a rener manati en em divroan ha mont gant o zud pe gant o menec’h da glask repu en Bro-Arvor : ar vro-man a oa an dostan d’o hini ; gout a ouient ive e oa evel diboblet, hag e oa ar pezig a dud a vage eus ar memes gouenn hag int.

Hag en gwirione, deut e oa an Armorig[2] da vean evel eur gouelec’h[3], dreist-oll war hed tôl d’ar mor. An Alaned, eur bobl barbar an nevoa tôlet warni ar jeneral roman Aetius evit en em dizamman dioutan, o devoa he flastret wardro ar blâ 450. Mes ar Zôzon, al laeron-vor-ze hon deus gwelet o c’hoari o reuz en enez Breiz, a deue, pell e oa, gwej ha gwejall, da skrapan, da danan, ha da lac’han en hon gourenez. War an arvor, emichans, e kouee kentoc’h o c’hraban : distrujan a rejont kement kastel ’devoa savet ennan ar C’halloed-Roman. Mes a wejo n’espernent ket an argoad.

Ezet mat ê gout e pellae an dud, lezet hep difenn gant ar Romaned, diouz an ôd, ha zoken diouz ar c’hourenez evit mont d’en em waskedi en argoad, betek en Bro-C’hall.

Ha setu penôs en em gavas Bro-Arvor kazi didud pa zouaras enni ar strollado Bretoned hon deus gwelet o kwitaat o enezen rak ar Zôzoù. Mes o vean ma rêd d’ê digemer mat gant pez a Arvoriz a oa chomet en o bro, ec’h arrue stank ar bagado ha kalz a dud e pep-hini anê. Mar sonjomp e

talc’h hon gourenez d’o digemer e pad kant vlâ

  1. Ar c’hlan a oa eur strollad tud hag a zente ouz ar memes penntiern (penntieg).
  2. An hano ze a roe ar Romaned da Vro-Arvor.
  3. Désert.