Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

ret troad gante en tu an hanter-noz. en tu tostan da Skosiz, e rejont eno o chomaj. Ken krenv ha ken kri hag ar Sozôn, e voutjout int ive ar Vretoned, ’n eur lac’han, ha ’n eur devi, trezek ar c’huz-heol. Eul loden vras eus ar vro a deuas da vean o zra hag int eo o deus roet d’an enezen a-bez an hano a England, Angleterre, douar an Angled.

Mes, n’ê ket int o deus grêt ar muian a droug d’ar Vretoned : ar Zôzon ê, ha dre-ze, ar vro o deus laket o c’hraban warni a douge evit hon zado koz a Vreiz-Veur hag a doug c’hoaz hirie evidomp-ni, Bretoned a Vreiz-Vihan, an hano a Vro-Zôz.

’Pez an eus tâlveet d’o enezen Breiz kemer an hanoio a Vro-Zoz hag a England, an neus talveet c’hoaz d’ei an hano a Vreiz-Veur : breman e vo ret he dishanvelout diouz eur Vreiz-all a zo neve zavet en tu-all da vor ar Manch war gourenezen Arvor, hag a vo hanvet Breiz-Vihan.


§ VII. — EUR SROLLAD BRETONED AC’H A DA VRO-ARVOR. — O HANO HAG O YEZ


Perak an hano a Vreiz-Vihan ? ’Toue zur, deut ê bet Bro-Arvor da vean merc’h da Vreiz ; poblet ê bet gant tud ganet en Breiz.

Etre ar blâ 460 hag ar blâ 600 e tigoueas d’ei digemer eun toullad mat eus bugale Breiz, ha setu aman penôs.

Dre fors bean boutet ’trezek ar c’huz-heol gant ar Zôzon ha gant an Angled, e renkas Breiziz lezel gante ’pez a douar plen o devoa en o bro, hag en em denn elec’h ma oa meneio, en Kymri hag en Kornwall, diou vroïg hag eman etreze gwazien-vor ar Severn. Mes ar vroïgo-man a oa re enk evit