Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 192 —

c’het, e zo ennan eun nerz sort na weler ket bemde.

’N eur vont ha ’n eur dont dre an Espozision, e teuas, a c’hellet kridi, hon c’halon da zigeri. War-dro kreiste ec’h eomp ’ta ouz tôl, en eun debti (restaurant) eus Frans, dalc’het gant Paillard : servijet omp eus ar gwellan, goude koulskoude ma oa eno war eun dro, tost da daou c’hant debrer.

Goude hon fred, e klevomp eur muzik tost d’imp o son ar Marseillaise, kan broadus hon bro ger. Lampet a ra hon c’halon en hon c’hreiz gant al levenez a zantomp, ha ni dioustu da gê al lochig koant elec’h eman ar vuzikerien o c’hoari. Don a-walc’h eman en douar, e-kreiz eur c’helc’h hag a zo evel eur pikol penton : tro-zro kadorio regennet evel re ar stadium ha tud eleiz warne. Darn ac’hanomp a disken evit azeï, int ive, ha darn all a chom e kroec’h en o zav. N’eus fors pelec’h ec’h omp, e kavomp eun didu dreist muzuilh o klevet eun ton hag a digas d’imp sonj eus hon bro.

Ha mar gê seder hon zal, ec’h ê sonn ive hon fenn : lorc’h a zo ennomp o klevet muzikan ken c’houek ha ken reiz. Kenvroïz d’imp eo a zo o c’hoari, muzikerien ar c’hentan Génie, eus Versailles, muzikerien hag a gavfed nebeud en Frans gouest d’o fakan.

Ne laran ket e vefent re da vuzikerien rejimant ar Horse-Guard, hon deus klevet o son, eur pennadig goude, dindan eur c’hiosk all hanvel ouz hini ar Fransizien ; n’o deus ket muzikerien Frans ha re Vro-Zôz an hevelep doare da c’hwean en o benvio ha da lakat o notenno da glotan. Bepret ê e c’hellomp laret, goude bean klevet an daou rum o c’hoari ar Marseillaise hag ar God save the King (kan broadus Bro-Zôz), e plije d’imp kalz muioc’h doare c’hoari hon c’henvroïz ; dous ha fetis evel