Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 193 —

voulous. Ha bean oa ennan eun dra, evit ar Marseillaise da vihanan, ha na oa ket ar Zôzon evit kavout : eun ine tomm hag a domme hon hini.

Betek pemp heur ne reomp nemet troieta, ken e teuomp da vean evel skwiz, daoust d’an treo koant pe gaer a ro dre oll didu d’hon daoulagad ha d’hon diskouarn : re hon deus da glevet ha re da welet war eun dro. A dammigo e tostaomp d’ar porz a enor ’n eur ober eur poz aman hag eur poz ahont evit sellet tud o vageal war ar san-dour (canal) pe evit prenan al limajo a zigaso koun d’imp divezatoc’h eus an Espozision. Meur a hini a zo breman eveldomp o tanzen mont e-mêz. Mes muioc’h a dud a deu ebarz. Ha ze n’ê ket souezus : ar c’haeran a zo da vean. Emberr d’an noz e vo gwelet aman goloio elektrik o luc’han dre-oll koulz diabarz ha diavêz ar palezio, koulz en êr hag en dour : rak steredenni a refont war eul lenn ac’h a ganti eul loden vras eus ar porz a enor. Bean a vo anê zoken dindan al lammo dour a ra eur waz ’n eur gouean el lenn, hag ac’hane, hep bean gwelet, a refont eus ar ballen dour eur ballen aour hag a lako ar zellerien sebezet da zigeri o geno.

Ni eo an dour a deu en hon geno, o sonjal ne danvafomp ket ar sort dudi. Mes n’eus ket da laret : ret ê d’imp mont en dro, penegwir ’vit noz da nav heur e tleomp kwitât Londrez.

Kemer a reomp eta hent hon hotel, ’n eur gomz an eil ouz egile eus ar pez hon deus gwellet en hon devez. A dra zur n’hon deus ket kollet hon amzer, ha koulskoude e tougomp eun tamm anvi ouz ar gendalc’herien a zo bet hirie en Arundel, eur gêriaden tost da Londez, evit gwelet en e di an Duk a Norfolk. Kalz anê, en o fenn Legat an Tad Santel ar Pab, arc’heskob Westminster, ha meur a

eskob, a oa bet pedet da vont di : meur a hini

9.