Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —

ar Frans ha Bro-Zôz. Mes n’ê ket gant se eman ma spered pa zellan ouz an daou den-ze : sonjal a ran en ijin an dud a zo deut a-benn da zevel ar poltrejo ha d’o zigas eus ar C’hanada da Londrez hep o stokan, hep o fraillan, ha, dreist-oll, hep lezel anê da fontan ; rak gant amann ec’h int grêt, penn kil ha troad. Ma ! ret ê d’an den bean ampart evit ober ar sort-trêo ! Hon foltrejo, herve, a zo bet kavet an tu d’o delc’hen yen-sklas : setu perak e viront o farfetiz.

Arsa ! goude stal ar C’hanada, petra a c’hallfen c’hoaz laket dirak daoulagad ma lennerien hag a vefe neve evite ? Ar Stadium marteze, da laret ê eul leuren redek hag a ver êt da skol ar C’hresianed evit hec’h ober : 1.000 troatad a hed ha 700 a ledander he deus, ha gouest eo da gemer 150.000 seller. Diou pe daer gwej ar zun e ve enni redadeier, darn war droad, darn war gezeg c’houarn, darn en dour dre nanv. Rak, e tu-hont da daou hent grêt ispisial unan evit ar c’halouperien, hag egile evit ar siklerien, e zo, e kreiz al leuren, eur stank ledan. Ar zellerien a c’hell azean war skabello regennet tro-zro, an eil eun nebeudig a-us d’eben, war eun daou-ugent bennak a regenno. Pac’h omp êt er stadium da zevel hon fri, e oa goullou pe dost. Koulskoude hon deus heuilhet gant plijadur eur redadeg etre daou varc’h c’houarn, unan kaset en dro gant petrol, hag egile gant divesker. Ouspenn dek tro a reont hep ma c’hall ar motosikl tec’hel pell rôk ar sikl : biken n’am mije kredet e vije bet kement a nerz en diouhar eun den. Benn an unekvet tro, memes tra, e kemer ar sikl petrol e lans war egile, ha benn ar fin e lez anean pell war e lerc’h. N’eus fors : diskoeet an nevo pôtr e zivesker, daoust d’ean da vean bet tre-