Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

E-mêz a gêr, mes dioustu goude ar ruio divezan, e zo bet savet eur bern tier, pe gentoc’h palezio eus ar c’heran : eur gêrig en gwirione, penegwir ec’h a ganti ouspenn kant devez arat douar.

He lojeiz, mar gint kaer da welet, na ’n eus ket o danve kalz a dalvoudegez, grêt mac’h int, n’ê ket gant mein, mes gant koad. Eur memes liw a zo warne-oll : eul liw melen sklêr sklêr, tost da wenn.

O diabarz avat a zo leun a dreo a briz ; ar pez a vraoan hag a wellan an neus gellet lakat enne Bro-Zôz hag ar Frans ha kolonio an eil hag eben.

Mes ne daleïn ket da zisplegan d’am lennerien an treo kaer am eus gwelet eno : kaeroc’h o deus gwelet, kalz anê da vihanan, en espozisiono Paris, a zo bet grêt evit ar bed oll.

Ne gomzin nemet eus palez ar C’hanada : evidon-me, gantan eo e oa ar maout. Penôs e tigoader hag e tiskoder plenenno ar Saskatchevan vit hadan ed enne ; penôs e ve medet, chareet, berniet ha dornet an êst ; pegement a ed a ro pep devez arat ha pegement arc’hant e ve tennet dioutan : merket eo ze eno, dirak ho taoulagad. Bean zo dreist oll eun dôlen liwet ha, pa vec’h diraki, e kavfe d’ac’h gwelet tud o labourat war ar blenen.

Memes tra vit an doare da sevel saout ha da gutuilhat ar gwe avalo : tôlenno adarre evit se. Ha gwiniz, plouz ha greun, dre-oll en dro d’ac’h, ed a dornado, ed a feskenno ; gant an edo-ze ec’h ê grêt, me n’onn penôs, an norjo hag ar piliero.

Pac’h arru an nen ouz an amann, e chom an nen estlammet. Sonjet eta e weler eno poltred ar Roue Edouard VII ha hini an Otro Fallières, presidant hon republik, o lakat o dorn an eil en dorn egile : emichans evit digas sonj d’ar zellerien e zo bet grêt eun emgleo a vignoniaj, a neve-so, etre