Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

eur bill hag a zo ennan peadra da feukan ar gatoliked roman, n’an neus chans ebet da vevan. »

Ha setu maro, ha maro mik, ar Bill Runciman[1].


§ IV. — DOUE HAG AR GONSIANS ARÔK, AR POLITIK WARLERC’H. — PROZISION AR ZAKRAMANT EN MANCHESTER.


Stad vras a zo emichans en kalon ar Gatoliked. hag ankouaet eo gantê ar boan o devoa kemeret evit sovetaat ineo o bugale. Ma heuilfe o breudeur Frans o skouer, o defe, int ive, o digoll digant an Otro Doue. Mes siouaz ! dizunvaniez ha zoken kasoni a zo etreze, dre ma fell d’eul lod anê miret ar Republik gant tud a spered all d’he blenian, ha ma fell d’al lod all he diskar.

En Bro-Zôz n’eo ket kont evelse. Gwir eo n’eman ket eno an oll gatoliked eus ar memes kosteen bolitik : darn anê, lord Ripon en o fenn, a zo eus an tu whig, ha dre-ze e fell d’ê kriski ar frankiz ; darn all, ouz o renan duk a Norfolk, a zo eus an tu tory, ha dre-ze e fell d’ê he strisaat. Mes d’ê oll e plij ar furm c’houarnamant o deus, da laret ê ar rouelez.

A wejo avat ne blij ket ministred ar roue d’ê oll, na zoken da hini ebet eus an diw gosteen. Neuze en em glevont etreze hag en em lakont a-dreuz war hent ar gouarnamant. Gwaz da heman ! Rak alies e teuont a-benn, dreist oll mar be roet dorn d’ê gant eur re all bennak, d’hen skoilhan ha d’hen

harz da vont pelloc’h.

  1. An Otro Moulinet, eus Goudelin, hag a zo breman person en Okehampton (Devon), an neus roet danve ar pez a zo bet laket aman diwarbenn interamant bill ar skolio. Trugare d’ean.