laket benn ar fin d’en em difretan. Arc’heskob Cantorbery a zav e vouez hag adalek neuze e c’heller kridi e vo kaset Runciman da stoupa gant e vill, hag e vo an tu koll gant ar C’hentan Ministr.
Fe, ar 7 a viz kerdu, e teu kement-se da wir. An otro Asquith a deu an de-se da zisklerian d’al Lorded e c’halle ar strollad kannaded a blee pell e oa gant ar paour kêz bill evit hen lakat war droad, lezel ’nean da gousket ha diskrigi da vat eus o labour.
Eun interamant, koulz laret. E giz libera, e teu c’hoaz ar c’homzo-man gant ar c’hentan ministr : « N’hallfen ket, emean, meuli re an O. Runciman, an neus bet labouret ken pell ha gant kement a ijin evit lakat en e blomm an Education bill (lennet edioukecheun) ; an Arc’heskob bras, rener an Iliz diazeet, an neus gouveet ober e zever hep kaout aon, hag an diasanterien o deus diskoeet eus o zu kement a volante vat ».
Evelse eo rei mel, kwita ? Skei mel zoken eo a ra an Otro Asquith, ha c’hoaz e sko koste. O vean ma neus mez ken an neus, ne oar ket petra ober evit en em dibab, hag e teu d’en em droc’han. Setu perak ec’h ê distroet gant an Otro Balfour, eun den digatolik kouskoude. « Perak, Otro, eme al lord, n’ho peus hu ket goulet o ali gant ar gatoliked ? Laret a ret an neus grêt Arc’heskob Kantorbery e zever penn da benn. Mes pesort otre an neus evit komz en hano arc’heskob Westminster ? — Goulet am eus, eme an O. Runciman, ali ar Gatoliked. — Ya, eme an Otro Balfour, mes pesort ali ha pegoulz ? Ar pez ho peus grêt eo lakat dindan o daoulagad an artiklo ho poa laket en ho pill. N’ho peus ket roet amzer d’ê da welet petra a dalvejent evit o skolio. Laret a ran d’ac’h c’hoaz eur wej :