Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —

draig bennak diwarbenn Doue, dre ma n’hell ket eun den a sans vat nac’h e zo eun Doue : setu ar pellan ma c’hallje mont eur mestr-skol en e gentelio, gant al lezen neve, war hent ar relijion. Koulz laret e vije êt arc’hant ar gouarnamant da harpan skolio dizoue hepken : rak pa ne dalc’h an Otro Doue en eur skol nemet eul lec’hig ken enk, eul lec’hig lezet gantan evel dre drue, e tleer bean en gortoz ma vo lemet digantan al lec’hig-se ha hep dale : ne gomzet ket d’in eus « skolio neutr » ; o gwir hano ec’h ê « skolio dizoue ». Teulet ple d’ar pez a zo digoueet gant ar skolio publik en Frans aboe 1881 hag ec’h asantfet ganin.

Hag ar sort gwalen a oa dare da gouean war ar gatoliked epad ma pleent gant o c’hendalc’h. Koulz hag int, an anglikaned a felle d’ê pellaat anei : mes ne labourent tamm pe gazi tamm evit se. Evel morgousket e oant, pa weljont ar gatoliked, kaset gante da benn o c’hendalc’h, o hadstagan da stourm ouz bill Runciman ; an eskibien hag ar veleien, o tiskoe d’an tado ha d’ar mammo pegen noazus e oa ; ar gerent hag ar mestro-skôl o sevel a-gevred pikolo bodadenno ha kerzadeier bugale evit rei da c’hoût ne c’houlent ket a grenn bean reizet gantan. O arc’heskob a roe kalon d’ê ’n eur labourat eus e du hep ehan ebet. Mont a ra da viz du d’ober eun dro da Rom evit rei d’ar pab Pi X, an deio rôk gouel bras e Jubile, eun desteni eus e zoujans hag e garante. Mes elec’h chom eno betek an 18et evit kemer lod er gouel, e tistro buhan da Londrez : rak goût a ra ec’h ê tomm an treo en dro da Gambr al Lorded, eman e zro da votan hep dale war bill ar skolio.

Benn m’eo arru er gêr, ec’h ê memes tra dihun an anglikaned : skouer ar gatoliked an neus o