Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

Ya, gwaz d’ar ministr a deuio, en eun doare pe en eun doare all, d’o gwaskan pe d’o zismegansi, evel ma neus grêt an Otro Asquith e-kerz gouelio an c’hendalc’h Eukaristik. Koustet an nevo da heman bean bet diseven (impoli) en o andret.

Ha c’hoaz ne vo ket bet awalc’h d’ar gatoliked bean bet laket darn eus e venozio da c’houitan. Setu ne reont ken van ebet eus an difenn a reas d’ê ober prozision ar Zakramant evit klozan o C’hendalc’h gwengolo. ’N eur skrivan kement-man, c’hwec’h miz goude, e teuan da c’hoût, dre ar gazetenno, ec’h eo bet douget ar Zakramant Santel en prozision dre ar ruio a ra an dro d’eun iliz, ha ze en Manchester, eur gêr hag a zo enni 600.000 den. Eur mision a oad o klozan an de-se, ar 14et a viz Meurz, en parouz Sant-Patrik. Douget e oa an dê gant tud eus breuriez Sant-Fransez ha, warlec’h, e kerze 2.000 plac’h ha 1.000 pôtr, gant pep hini anê eur c’houlaouen elum. Eur muzik a oa gante ive evit harpan ar mouezio epad ar c’han. Penn da benn e oa kempennet kaer tier ar gatoliked, daoust mac’h eo marteze ar barouz an hini baouran eus Manchester. Ha dizurz ebet : ar person hag e daou gure a oa o lagad war bep tra, hep kaout ezom eus ar polis : « Hirie, eme unan eus ar pevar jesuit o devoa prezeget ar mision, hirie e zo bet grêt marteze da Doue an Eukarist, dirak an oll, brasan enor a zo bet grêt d’ean en Bro-Zôz, aboe amzer ar Refurm. »


§ V. — PETRA AN NEUS TALVEET AR C’HENDALC’H EUKARISTIK DA GATOLIKED BRO-ZÔZ


Gallout a rêr eta, goude bean sellet petra an neus talveet d’ar gatoliked difenn direiz an Otro Asquith, laret n’o deus ket en em gavet gwaz eus aze. Ar