Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

a zonjent diwar bep tra : ne c’houlent tamm ebet eus ar skritur. Sur e ver koulskoude e kondaonent an templo a zaver evit adori Doue hag ar skeudenno a laker enne ; peadra da duan anê eneb ar visionerien gristen. E tu-hont da ze : dont a rejont da vean beleien ar relijion goz ha setu ’nê diwar neuze enebourien touet d’an hini neve.

Koulskoude ne dalvee ket d’ê stourm ouz an Iliz : ne harzent ket he gonido da vont dalc’hmat war griski. En he diabarz eo e savas eur skoilh ar blavejo kentan eus ar bempvet kantved.


§ V. — SANT JERMIN EN BREIZ. — EMGANN AN ALLELUIA


Er mare-ze e veve en Rom eur manac’h breton, hanvet gant ar Romaned Pelagius : en e vro e touge an hano a Vorgan, gir hag a zinifi, evel Pelagius, ganet eus ar mor. Hag hen da skrivan levrio a oa dislivet enne ar fe gatolik : war e veno, n’an eus ket ezom an den eus gras Doue evit ober ar vad. Raktal e savas eneb ar fals kreden-ze mouez an doktor bras, sant Ogustin, ha raktal ive e oe kondaonet gant ar Pab.

Memes tra e plijas da veur a vanac’h hag a veleg breton.

Nec’het bras e oa ganti an eskibien, hag int o c’houlen sikour digant Rom. An Tad Santel ar Pab a gasas d’ê daou eskob eus Bro-C’hall : sant Jermin, eskob Auxerre, ha sant Loup, eskob Troyes. ’N eun daou vlâ e teujont a-benn da vougan fals-kreden Pelaj. Neuze e tistrojont d’o bro. Koulskoude sant Jermin, eur wej all c’hoaz, ar blâ 447, a reas eun dro en Breiz evit gwelet e venec’h.

Jermin na oa ket awalc’h d’ean stourm ouz fals--