Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

Aviel (ha ne vo ket diêsoc’h gonit d’ei Iverzoniz ha Skosiz), Muioc’h a grog he devoa war ar Gelted evit n’he devoa war hini ebet eus ar poblo a rêd anê barbar gant ar Romaned hag ar C’hresianed.

O spered a oa tuet kaer gant an treo a zo ’us d’ar bed-man ha plijout a rê d’ê hen leuskel da nijal ha d’ober e benn foll en bro an oabl hag en rouantelez en avel. Kridi a rênt e zo eun Doue ’hag o devoa eun ine, eun ine ha na dle ket mervel. Ineo zoken a oant techet da lakat e pep tra, betek en treo nan eus enne bue ebet. Ar gwe, ar c’hoajo, ar feunteunio a oa evel doueo evite ; ken troet e oa lagad o spered da vont pelloc’h evit hini o c’horv ! Sperejo ive, dreist-oll re fall evel teuzed (lutins), kourandoned, boudiged (fées), a zeblante d’ê gwelet du-man ha du-hont. Mat ha fall, ar pez a gredent a ziskoue e plije d’ê anzav evit gwir treo hag a zo dreist da spered ha da bemp skiant an den.

Dre ze e rejont digemer mat d’ar visionerien gristen a digase d’ê eur gelennadurez ha misterio enni, Ne lar ket an istar o defe laket hini bet anê d’ar maro : ha koulskoude en bro-all ebet n’ê bet plantet da vat ar relijion gristen hep ne ve bet skuilhet gwad eur merzer bennak.

Arabad memes tra mont re bell war ar poent-man. Kement den a zo a gav start plegan e volante d’eur relijion hag a c’hourc’hemen d’imp stourm ouz hon zecho fall. Ar Gelted ispisial a oa tud a lorc’h ha tud a vrezel : dalc’hmat, koulz laret, ouz en em dispenn hag en em gannan etreze. Penôs neuze e vije bet êzet d’ê ’n em garout an eil egile gant ar garante gristen ?

Ha neuze eur rum tud a oa en o zouez ha na felle ket d’ê lezel an trec’h gant ar relijion neve : an drouized, tud gouiek ha n’ouzer ket kaer petra