Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

kreden Pelaj. Fellout a reas d’ean ive sevel manatio elec’h ma vije kavet menec’h disket mat, gouest da rei d’o zro d’ar gristenien eur gelennadurez reiz ha gwirion : ne oa, koulz laret, nemete a veleien hag o abad an nevoa ive ar peurvuian ar garg a eskob. Lan-Iltud[1], Lancarvan ; Ti-gwenn ha Bangor-Is-koed, setu ar manatio ar vrudetan a zo bet savet en Breiz gant sant Jermin pe da vihanan gant e ziskibled.

An hini anê a anaveomp ar gwellan (ni Bretoned Arvor) eo sant Iltud. Ouspenn ma reize ervat e venec’h war hent ar zantelez, o c’hentelie ive war bep sort skiancho : e vanati a oa zoken eun ti-skol evit bugale ar roueïgo ha penno bras ar vro. Eno eo bet skolaet sant David pe Divi, a chomas dalc’hmat e Bro-Gymri ; eno ive sant Gweltas, sant Leonor (en galleg Lunaire), sant Pôl Orelian ha sant Samson, a welfomp, ne vo ket pell, o vont da vevan ha da vervel en hon Bro-Arvor.

Ar pez an neus talveet da sant Jermin dont a benn, e-touez Breiziz, eus kement a labourio, eo a dra-zur, e tu-hont da c’hras Doue, e volante didrec’h, nerzet gant eur fe birvidik. Mes an tôl zikour a roas ar zant d’ê, ar blâ 430, enep da Skosiz, o gwaskerien, an neus, a dra-zur, kresket warne e grog.

E oad o lidan gouel Fask hag eur strollad Bretoned a oa o paouez bean bet badeet gant sant Jermin, pa lampas warne eur vanden Skosed (ar re-man a oa c’hoaz tud divade). An eskob a oa bet gwejall komt ha mestr arme. Setu perak hen gwelomp dioustu o reizan e gristenien neve evit mont

d’am emgann.

  1. Lan a zinifie gwejall douar sakr eur manati pe eun iliz.