Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —

ar C’hentan Ministr. Da gentan e kase d’an Otro Bourne eul lizer eus e beurz e-unan evit hen « dizalian d’ober ar prozision : êzet ê goût e klaske en em dizamman deus an tamall evit teurel ar bec’h war chouk an Arc’heskob : evelse, war e veno, e vije bet laret nan ê ket tud ar Gouarnament, mes tud an iliz Roman, o devoa chanjet doareo ar prozision, goude ne rê hen nemet souzan rôk manifesto an Allians Protestant ; evelse ive ec’h ê deus o mestro, ha n’ê ket deus ar Gouarnamant, o dije bet ar gatoliked d’en em glemm. An Otro Bourne, evel just, na goueas ket er pech a stigne d’ean an Otro Asquith. Skrivan a reas d’ean ne gemere ket warnan e-unan da zispenn ar pez a oa bet grêt, hag e leze ar garg-se gant ar Gouarnamant. Dont a reas memes tra a-benn eus e dôl. Delc’hen a reas kement war ar C’hentan, ma tisklerie heman « e oa gwelloc’h gant Gouarnamant ar Roue e vije bet chanjet doare ar prozision. » Ar sort komz, a-beurz ar c’hentan ministr, a dalvee eun urz evit an Arc'heskob : setu perak n’eo ket bet grêt prozision ar Zakramant.

Grêt e zo bet memes tra, dec’h d’abarde, eur prozision all, ha grêt gant an urz ar gwellan, daoust d’ar mor a dud a oa diredet evit e welet : biskoaz, sur mat, en Londrez, n’eus bet bodet kement a dud en ken nebeud a blas.

A dra zur, ar Gatoliked devot, lemet eus o frozision ar pez an nije roet d’ean ar muian a neu hag a dalvoudegez, da laret êo, ar Zakramant binniget, a viro pell, skrivet don en o c’halon, ar zonj eus ar sort dismegans : êzetoc’h ê gouzanv eun injustis evit eur zotoni, hag an oll a dle santout ec’h ê koueet ar gouarnamant er luiasen-man dre vank a