Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/183

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

Otro Herbert Gladstone. Heman marvat a bouezas an afer en e spered hag a gavas d’ean ne oa ket digor awalc’h d’ar frankiz, ar bla 1908, kalon protestanted Londrez, evit lezel sioul en e wele a varo eun artikl a oa bet laket enep d’ar Gatoliked en Akt emansiper 1829, hag a lezed pell e oa da gousket. Ar brotestanted, a c’helljed bean laret d’ean gant gwirione, a zo enne nerz ha poell awalc’h evit gouzanv dispont ma raio sioul ar gatoliked roman eur prozision, dre eun nebeud a ruio tenval, endro d’o iliz-veur. Setu aze ar mennoz a oa da gemer ha da heuilh. Ha ze zo sklêr ; an oll hen anzav. Mar hon deus oblijet Mahometaned hag Hindoued ar memes kêr da c’houzanv an eil prozisiono egile, e c’heller c’hoaz muioc’h gortoz tolerans a-beurz kristenien. En gwirione ma gave da Sekretour ar Gêr e oa eun arne a relijion o c’hori e penno Londreziz ha ne oa ket diriskl, dre ze, lezel prozision ar Zakramant da vont er-mêz, n’an nevoa nemet eun dra d’ober : lakat ôzerien ar C’hendalc'h Eukaristik da deurel plê e oa difennet gant Akt 1829 ober ar prozision, ha disklêrian e oa ret hen heuilh pis ha penn da benn. Gant ober ze da gentan, e vije bet grêt d’ê hep mar displijadur ; mes, war hon meno, o dije asantet hep krosmoli. Ha setu ar Gouarnamant, elec’h ober ze, o lakat en e benn ober pez a wasan a oa, hag en doare ar gwasan.

Gortozed an neus Sekretour ar Gêr ma vije prest pep tra evit ar prozision, ha neuze, spontet ha vel trelatet gant harzaden eun toulladig protestanted a spered enk, an eus laret hola ! d'an Eukarist. Nann, n’halled ket bean disteroc’h ha gwanoc’h evit n’eo bet Sekretour ar Gêr ebarz ar lizer a skrivas an 10et a wengolo d’an Arc’heskob…

Ken diboell na ken divalo all ec’h eo bet doare ober