Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —

sans vat. Grêt an neus gaou, eur gaou grevus, d’an dra kaer ac’h enore hon bro, d’ar frankiz al ledanan evit ar relijion.

Ar meulodi a roe d’imp vit an deio ar Pab e-unan, e gannad hag an eskibien gatolik deut davedomp eus a bell bro, a vo troet breman, dre wap, enep d’imp, ha ze ’blamour d’an dro vil, d’an dro zot, grêt gant ar Gouarnamant. O c’homzo karanteüs a vo ret o zrei war an tu yen, hag an diavezidi a zo deut d’ar C’hendalc’h a gwitao Bro-Zôz, eur galonad en o c’hreiz, eur galonad a anoaz c’houero.

Ha ’blamour da betra ? N’ê ket a dra zur evit mad ar Brotestantiez. N’omp ket evit kridi en em gavfe gwell ar relijion·ze, hini an darnvuian eus ar Zôzon, eus eur zotoni ken bras ken ne vo ket gellet ober d’he c’hê eur zell war-dre hep rann galon ha zoken hep eur zac’had mez. »

Setu kazi penn da benn ar pez a lenned ar 14et a wengolo war an Daily Telegraph, unan eur ar journalio ar brasan (16 pajen bemde) hag ar muian lennet eus Bro-Zôz. N’eus ket eta da laret, feuket an neus an Otro Asquith n’ê ket hepken ar Gatoliked roman, mais ive al loden vrasan eus protestanted Bro-Zôz.

Setu petra eo bean bet c’hoant da blijout d’an dornadig protestanted krog an tan en o fenn, pe gentoc’h bean bet spontet gant o blejadenno. Ze eo an neus bet grêt d’ean souzan, ha n’eo ket, evel ma zo bet laret, ar c’hoant da blijout d’an Otro Clémenceau, an hini na zeblant bean kentan ministr en Frans nemet evit ober bolante ar franmasoned. Nann, nann : ar re a rer anê al liberaled en Bro-Zôz (hag an Otro Asquith a zo unan anê) a zo re zot gant al liberte, hag o c’halon a zo plaset re