Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

ouzer e vo roet hep dale, diwar gwaridello an iliz, bennoz ar Zakramant.

Da c’hortoz, e kôzeer eus ar prozision. « N’eus bet gwelet biskoaz en Londrez eur gerzadeg a sort gant homan », setu ’pez a larer an eil d’egile. Ha kridi a ran e vefe gwir kement-se. Rak n’am eus me komzet nemet eus an dud a iliz a oa er prozision : liked a oa ive enni. Ha gant se, a bep tu d’ar c’hannadour, e kerze c’hwec’h denjentil eus an noblans kentan a Vro-Zôz, en o zouez an Duk a Norfolk. Tudjentil all, darn anê deut eus Rom gant an Otro Vannutelli, a douge gwiskamancho a c’hiz koz, hag int dantelezet hag alaouret pe arc’hantet : tôko plat d’ê evel ma toug c’hoaz hirie suised hon ilizo.

Da ê bet gant Londreziz o gwelet, ha breman, war blasen Ashley, nan eus komz etreze nemet eus a ze hag eus ’pez an neus kavet pep hini a vravan.


§ XXXI. — SALUD AR ZAKRAMANT ROET DA GANT MIL A DUD DIWAR LEIN AR GATEDRAL GANT AL LEGAT. — PROZISION AN DIABARZ — « TE DEUM » EVIT KLOZAN AR C’HENDALC’H.


N’ankouaer ket koulskoude ar Zakramant, a ver oc’h adori anean breman en diabarz an Iliz, hag a greiz oll en em laker da ganan an O Salutaris Hostia, : netra a zudiusoc’h evit klevet eur c’han maget gant kement a vouezio. A dra zur n’eus ket ken lies a ganer hag a zeller (ouspenn 100.000 a dud a zo war ar blasen pe war hed tôl d’ar blasen), dre ma zo meur a brotestant en o zouez : mes peadra a zo da zouezi tud ar c’harter, n’o deus emichans klevet gwej ebet kement all.