Breman e teu ar venec’h gwisket pep hini en e giz ; ar re anê a zo ar bravan da welet ê ar C’hresianed, a zo war o fenn bonedo du moan ha uhel pintret, hag ar Bremonstreed, ac’h ê gwenn sign o gwiskamant penn da benn.
En o goude ar chalonied, an abaded, an eskibien, hag an arc’heskibien, gwisket oll en o c’haeran. Bep mac’h arruont, e sav e touez ar bobl hopadenno a enor. Mes war griski ec’h a an dourni pa weler o tont eur groaz ha, war he lerc’h, al « Legat », ar c’hardinal Visant Vannutelli. Ar wej-man avat a strak an treo : an dud a huch, a verv, a lamp, a hinj mouchouero. Hag an tôko eta ? En eun tôl ec’h ê diskabel kement pôtr a zo war ar blasen hag a zell ouz ar blasen diouz toen pe brenestr. Ar c’hannadour, e-keit-se, na baouez da vouzc’hoarzin ’n eur rei e vennoz a gle hag a zeo.
Pegeit e pad an drouz-man ? N’oufen ket hen laret. Pad a ra goude m’eo êt al « Legat » en iliz, epad ma tremen ar pemp kardinal a deu war e lerc’h ; gante vel gantan e zo eur vantel zei ru, eul lost hir d’ei, ha douget gant eur c’hloareg. Ha mar deu an drouz da zousaat eun tammig, ec’h ê evit hadkrigi gant kement-all a nerz pa deu an Otro Bourne, Arc’heskob Westminster, da dremen.
Tripal a ra an dud, kalon ha korv, o welet anean, evel pa vije c’hoant da laret d’ean « Bravo ! Bravo ! c’hwi zo eun den, pa ho peus dalc’het penn, hep en em izelaat, ouz ar re a glaske, en eur difenn d’ar Zakramant dont e mêz, mougan mik ar prozision ha flastran evelse gwirio ar gatoliked. »
An Otro Bourne hag e chalonied a gloz ar prozision. Eur wej m’eo êt en iliz, e tistart an dud eun nebeudig en diavêz, lezet m’eo gante breman ar blasen a-bez. Mes hini ebet n’a e-kwit, rak goût