Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

lon : eun drapo sei a dri liou hag endro d’ean eur c’hant bennak a bôtred vat deut ar beure-man deus Amiens, hag en sell da vean distro d’ar gêr ’benn arc’hoaz d’ar beure. Ar re-man o deus anaveet beleien Frans, hag a youc’h a greiz-kalon ouz hon gwelet, epad ma saver o drapo ha ma tispleger e blego evit hon zaludi.


§ XXX. — PIW A GERZ ER PROZISION ? HOPADENNO EN ENOR D’AL « LEGAT » HA D’AN O. BOURNE.


Setu ni breman war ar blasennig a sko war dor dal an iliz-veur. Penôs ec’h ê deut a-benn ar gwarded yaouank katolik hag ar boliserien da virout enni eur winojen ledan awalc’h evit hon lezel da dremen ? N’on ket evit hen kompren, boutet mac’h int gant an dud a wel an nen pell pell du-hont, betek en ru vras Victoria, en em dougen an eil egile.

Mes kaer o deus boutan, ha kaer o deus hopal evit hon digemer, ne goll ket ar boliserien o fenn nag o lans : ar bobl a zo en o dorn, ha lakat a ra bolante vat da blegan.

Setu perak e c’hall ar veleien gwisket en du tremen dirak an nor-dal hag en em dennan en eur c’harden vihan a zo bet digoret evite. Mes er gatedral nan a hini. Me a dap eur c’hornig bihan war ar vinz vein a zav d’an treujo hag ac’hane e welin, dre ma tiredo ar prozision diragon, penôs ec’h ê reizet. Ar veleien na dougont ket o habit keur a zo tri pe bevar c’hant anê. War o lerc’h kement all pe muioc’h eus ar re a doug anean : ar re-man, int, ac’h a eün ebarz ar gatedral. Eur chans bras evite, a dra zur, dre ma zo lido kaer da vean enni bremazonn. Mes ar re a chom er mêz o devo ive peadra da deneraat a c’halon.