dislonkan an eil war egile o gwad fall, e fell d’ê adalek breman, ’n eur ober eun tôl esa, diskargan warnomp eun nebeudig anean. Ha n’ê ket hepken gant o mouez moug e c’hoariont : me gred ive e c’hoariont gant o diskoa. Rak e doare m’o deus an taer regen a boliserien da stourm evit lezel ganimp hent awalc’h da dremen, ec’h ê êzet goût e zo bouterien du-hont a dre d’ê. An dud dinatur a zo anê ! N’o deus ket aon da waskan, ha marteze da vougan ar gristenien a zo deut aman gant ar c’hoant hepken da welet ar prozision o tremen. A drugare Doue, n’eus bet marv ebet nag aman nag e lec’h all : falladenno a vat, ne laran ket. Ouspenn eur wej am eus gwelet ar boliserien o tapout en o divrec’h groage semplet hag o kas anê da unan eus an ambulanso a oa bet savet war hed tôl da hent ar prozision. Mad awalc’h an nevoa grêt an arc’heskob laret d’e dud lezel hirie o bugale er gêr. Koulskoude ne bad ket pell ar reuz, evit ’pez a zell ouz ar yudadeg da vihanan.
Homan a zo mouget en eun tôl gant mouezio ar gatoliked a ’n em gave aman, evel e lec’h all, en daou du d’ar ru. « Hip ! hip ! hourrah ! » a huchont da gentan a bouez-penn. Goude e stagont da ganan kantik ar Zakramant[1], ha ni, torret ganimp hon gouhad aon (ganin-me da vihanan), a gan ive war-dro gante. Diwar neuze ne daver ken : dalc’hmat kan en enor da Zoue, pe hopadenno en enor d’imp.
Goude bean kerzet epad tri c’hart heur ec’h arruomp, peurc’hrêt ganimp hon zro, tost d’ar
gatedral. Aman eun dra hag a ra vad d’hon c’ha-
- ↑ Kavet e vo ar c’hantik-se, troet en brezoneg, e dilost al levr.