Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 161 —

ar brasan respet. Eul Londreziad an neus laret d’in aboe n’halled ket rei d’ar prozision eun ambrouger gwelloc’h evitan.

Tostaat a ra da beder heur pa ’n em lakomp da vat da gerzet. Mes hon c’herzadeg na vo ket mut evel ar re a weler a wejo en Londrez. Ni hon unan a gan, gwej en latin, gwej en galleg. Dont a ra d’e dro kantik an Itron Varia Lourd gant e ziskan « Ave, ave, ave Maria ». Ha setu ar zellerien en em lakat da ganan an diskan ze wardro ganimp. Diwar neuze, ne ganomp ken en galleg. Prestik zoken n’hon deus ken da zevel kantik ebet : ar bobl a zo en daou du d’ar ru, pe war ar gwe, pe ouz ar prenecho, a zo krog da ganan kantiko zôz. ’Pez hon deus ni d’ober eo unani hon mouez gant e hini, ’n eur lenn ar c’homzo war hon levrio. N’ê ket laret o c’homprenfemp gwall reiz. N’eus fors : jachan a reomp warni eus hon gwellan. Hag hon frozision a zired war e nanv, diskoilh ha didrous : sioul an treo evel pa vijemp en eun iliz.

Benn eur c’hart heur memes tra e tro an awel a du. Pan omp o tistouvan eus eur ru evit kemer eun all, e klevomp eun drouz iskiz : eur fronjadeg grêt gant tud hag a lôskfe o mouez dre o fri. Da gentan e seblant d’in klevet o yudal leoned evel ar re am moa gwelet dec’h e park al loened goue, hag e sellan hag-en n’eus ket eur venajiri bennak war ar c’hroaz-hent elec’h ma tremenomp. Na diavis ec’h on ! Ankouaat a ran e zo en Londrez eun tokad tud a spered enk hag a galon kazus, pôtred an Allians protestant, ha n’hellont ket tremen hep diskoe en o stum (stum al loened digomz) pegement a zroug a zo enne eneb an Iliz katolik. Da c’hortoz ma c’hellfont ’vit noz, en Kaxton-Hall,