Koulskoude an daoulagad a zo troet trezek ar gwaridello a ren ’us d'an nor-dal hag a ra zoken an dro d’an iliz kazi penn da benn. Eno e tle hep dale arruout ar c’hannadour gant an Hosti zakr evit binnigan an dud.
E ver breman, en diabarz an iliz, o tigeri ar prozision a dlee bean bet grêt dre ar ruio gant ar Zakramant : goleier en o daouarn, e tired daou ha daou ar chapelaned, ar chalonied, an abaded, an eskibien hag ar gardinal, war o lerc’h an otro ’l « Legat » o tougen an ostansouer aour.
Mes arru e traou an Iliz, e kemer an ofiser, eun nebeudig a dud gantan, eur vinz ledan, a gas anean d’ar pondale diavêz a zo us d’an nor-dal.
Adalek m’eman en gwel gant an ostansouer, e sav hopadenno war ar blasen, er ruio, ouz ar prenestro ha war an toenno. Mes ne badont ket pell.
En eun tôl e taver mik dre oll, ha, ’benn ma’n eus laket an ofiser an heol aour war ar reposouer, ne glever ken eun disteran trouz. Kenkent e krog ar ganerien gant an « Tantum ergo » hag ar bobl, en eur vouez, a dalc’h wardro gante betek ar penn. Pa ’n eus kanet ar c’hannadour an Oremus, e sav war eur chafodig, an ostansouer en e zaouarn, hag a ra gantan sin ar groaz war ar bobl. N’eman ket an oll war o daoulin, dre ma n’int ket, koulz laret, evit finval : mes an oll a bleg o fenn hag a ra gant devosion sin ar groaz. Neuze ec’h a ar c’hardinal d’an daou bondale a zell, unan anê an hanter-noz, hag egile ar zav-heol, ha deus pep hini anê e ro adarre bennoz ar Zakramant.
Pan ê fin d’e lido, n’ê ket al Laudate a ganer evit trugarekât an Otro Doue : eun huchadeg a enor eo a zav eus a greiz ar bobl, eun huchadeg,