Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

koulz. Gwir ê n’o deus bet tôl ebet d’ober aboe eun heur goude kreiste, lôsket m’int bet gant o fatron evel ma ve lôsket ar vicherourien en Londrez bep sadorn d’abarde. Eur pennadig brao e pad hon c’hoan. Ha c’hoaz ne bad ket awalc’h evit en oll dreo hon deus da laret. Goude mac’h omp savet eus tôl, e kendalc’homp gant hon c’hôz e sal ar vutunerien, ha n’eo ket diviet ganimp an danve komz pa deu ar c’houlz evit Emile Poullin da gemer hent Albert-Hall evit bodaden ar bôtred.

Nag a chans an neus ! Bet an neus eur garten digant eun avokad eus Paris hag en em gave kazi dalc’hmat en hon c’hompagnonez, ha na felle ket d’ean mont d’ar vodaden. Ni hon devoa goulet kartenno pell e oa : mes respont ebet. M’oarvat ne oa ken hini ’bet.

« Deut d’ambroug ac’hanon, eme Emile da Varcel ha d’Andre ; deut betek du-hont : marteze e c’hellfet dont ebarz d’am heuilh. »

— « Ya awalc’h » eme an daou Dredreziad. Hag irit o laret d’imp « trugare ! » hag, eun tamm anoaz en o c’halon, « Kenavo ! »

Tremen koulz a oa d’hon fotred yaouank mont en dro.

Pac’h arrujont e kichen Albert-Hall e oa eno eur mor a dud. N’hellas ket zo ket Emile Poullin tostât, kaer an nevoa diskoe e garten. Piw ’ta eus ma anaoudegez a lavaro d’in penôs eo bet kont gant bodaden ar bôtred ? Den ebet, siouas ! Mes an de-warlerc’h (oh ! nan : ar voulerien na labouront ket ar zul), mes al lun d’ar beure e prenan an Daily Telegraf hag ar Standard, hag er gazetenno-ze e kavan hirie merket, penn da benn ha pis, petra a zo bet laret ha grêt en Albert-Hall ar zadorn d’an noz.