Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

intentent an Otro ’n Eskob. Pa vije goulennet eun dra bennak digante, e respontent oll yes pe nine (laret nain), pe, mar keret, ya pe nan. Eur wejig bennak, memes tra, e tigoue d’ê skei koste : neuze e teue eur mousc’hoarz gant ar c’homzer, peadra da lakat ar c’halonoigo da dripal hag ar jolori da zevel.

Ac’han da bell, a dra zur, en Londrez hag en dro da Londrez, e vo komzet gant meur a hini eus an Otro Morelle, evel eus eun eskob jentil ha dihun a spered. N’hallo biken bean ankouaet gant ar vugale a gomzas oute en Hortikultural-hall.

En e c’houde, e reas an Tad Nikolson d’ê eur brezegen diwarbenn ar Zakramant-santel. Diskoe a reas d’ê penôs ec’h ê Jezus-Hosti evit an Iliz katolik ’pez ec’h ê an heol evit ar bed.

Pa oa fin d’ean, ec’h arruas ar c’hardinal Logue, grêt gantan ’benn neuze eur brezegen er gatedral. Hadober a ra ’nei dirak ar vugale a zo aman ha setu ’nê dic’haouet eus an displijadur o doa bet ’n eur welet serret oute, fôt ar blas, dor-dal an iliz veur.

’N eur dont e-mêz, e kav darn anê hon gwetur war o hent : diskoe a reont joa d’imp evel ar re o doa tremenet dre ar gatedral hag evelse e kresk al levenez a oa dija en hon c’halono.


§ XXIII. — TREDREZIZ OUZ HON ZOL — DEK MIL PÔTR EN ALBERT HALL.


Eul levenez all hon gortoze en Hotel Tudor. A-boan e oa d’in bean gwalc’het ma daouarn, ma teuan da c’hoût e oa digoueet Marcel Gros hag André Bouget. Bet int fidel d’o gir : laret o doa dont da goanian ganimp vit noz. Setu nê deut hag arru en