’Benn 8 h. 1/2 eo leun kouch ar zal : n’eus ken eur gador c’houllou. 10.000 pôtr dastumet en eur zal ! Biskoaz kement na oa bet gwelet eno nag e lec’h all. Hag ar re a zo chomet e mêz ? Den n’hallfe o niveri. Mil boan an neus « autokarr » an Otro Legat o treuzi an en groez evit mont da gât an nor-dal. An oll a fell d’ê gwelet anean, evit hen saludi : ha hip ! ha hop ! ha strap ! Pell goude n’eman ken en gwel, e pad c’hoaz an dourni en diavêz.
En diabarz ê memes tra pe wasoc’h ; dre ma fronj an ogro herda ma c’hall. Ne deu ar zioulder nemet pa ’n deus kemeret an Otro Vannutelli e blas war ar chafod e kreiz an gardinaled all, an eskibien hag eun toullad liked eus ar renk uhelan.
Goude m’eo kanet kantik ar Speren-Glan, ec’h aze an oll, ha gir ebet ken, dre ma zo c’hoant da glevet pis komzo an Otro ’n arc’hesbob Bourne. Meur a hini a oar ’benn breman petra eman o vont da laret, hag a zaill o c’halon en o c’hreiz : kazi vel arne a zo en êr ha chans bras a vo mar ne deu ket eun tôl kurun.
Fe, dont a ra buhan, ha setu aman ar c’homzo a lak anean da strakal.
« Bean am eus, eme an Archeskob da gemen d’ac’h eun dra hag a dle ho klac’hari hag ho soupren. Dirio am eus bet reseved digant ar C’hentan Ministr, eus e beurz e-unan hag evidon ma-unan, eul lizer hag a lare d’in e oa arabad ober ar zul prozision ar Zakramant ».