Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —

penno bras ar gouarnamant evit rei harp d’eur vodaden gatolik en Pariz !) Ha gôut ouzont en em gemer. Evit n’o devo ket an dremenerien d’en em glemm, e vo troc’het gwej ha gwej ar prozision, d’ê da dreuzi ar ru evel ma karfont. Mes an dud na glaskont tamm ober ’r c’hontrol ouz ar vugale. Stad ê a zo enne ha plijadur o deus ar peurvuian o chom en o zav da welet ’nê o tremen. Ken kaer eo ar bannielo a dougont, gant o skeudenno a bep sort liou, ha gant al lizerenno a lenner warne ! Ar re-man a zo girienno zôz ar peurliesan hag a ro da c’hôut dre-ze da Londreziz perak e rêr eur sort « meeting », da laret eo eur sort kerzadeg. « Jezus, troet Bro-Zôz ouz Doue » a lenner aman ; hag ahont : « Lezet ar vugaligo da zont davedon. » Mes bean ’zo skrivadenno ha n’ê ket an dremenerien evit o lenn hag o intent, ar re latin, evel homan : « O salutaris hostia » da laret ê « hosti a zilvidigez. » Ne zav ket droug enne evit-se. Ha neuze, bean o deus peadra da zellet a-hendall : gwiskamancho ar vugale dreist-oll. N’eus ket êt, a dra zur, danve a briz d’ober ’nê ha n’int ket oll eus ar freskan, douget mac’h int alies gant bugale pevien. Mes kempennet int gant rubano, gant skoulmo, gant rozenno gwenn ha melen. Bean ’zo ive gourizo a vemes liou, pe re c’hlas, pe re ru, pe re wenn, hag a zisken eus ar skoa war ar gerc’hen : dreze eo e tishanvaler en eil rumm diouz egile, rak pep skol bôtred pe verc’hed he deus he liou. Meur a blac’hig a doug eur ouel wenn hag ac’h ê paket enni he c’horvig a-bez.

Ac’hanta ! ’pez a ra c’hoaz ar muian a blijadur gwelet n’ê ket an treo kaer-ze : talio sart ha laouen ar vugale a doug anê ec’h ê. Ober a ra vad d’ar galon sellet oute, dre ma en em zil enni evel