Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

eul lommig eus o evurusted. Gwel a ret hu ? Setu eur wreg, liw al labour war he dilhad ha liw ar skwisder en he daoulagad, o tont eus a greiz ar bobl hag o tapout eur plac’hig vihan he devoa dremm eun êl : stardan a ra ’nei war he c’halon gant he divrec’h ’n eur bokat ha hadpokat d’ei meur a wej, ha goude en em denn an donan ma c’hall e-kreiz an engroez. « Anaveout a ret anei, ma bugelig ? » a laras neuze al leanez a oa ar plac’hig war he c’harg. « Ne ran ket » eme ar bugel, ’n zevel he daoulagad glas eus a zindan he bleo melen, daoulagad hag a zousae c’hoaz eur ouel tull gwenn hag eur chapeled ; biskoaz n’am eus he gwelet. »

Den ebet na laras eur gir a-dreuz diwar ar pez a reas ar wreg-se, ken teneraet oa ar c’halono ! Marteze zoken e oa en he c’hichen meur a hini hag o dije karet ober evelti, mar o dije kredet.


§ XIX. — AR VUGALE O KANAN HAG O TREMEN DIRAK AR « C’HANNADOUR »


Mes n’ê ket an daoulagad hepken ac’h ê brao d’ê er mare-man. An diskouarn ive o deus o lod eus ar gouel : kanan a ra ar boblig bep sort kantiko, ha re gaer evel « Ra vo binniget ar Pab » pe « Fe goz hon zado »[1] ha kanan reiz, rak bean o deus evit harpan o mouez eur muzik mat mat, daoust ha m’eo krennarded he c’hoarierien. O vean ma kanent en sôzneg ha ma oa êzet ton an diskan da dapout, en em lake kalz eus ar zellerien d’unani o mouez gant o hini. Betek eus ar prenecho e klev

an nen kan o tisken : n’eus ket ezom da laret, onn

  1. Kavet e vo ar c’hantik-se, troet en brezoneg, en diwez ar levr.