Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

da vean en diw linen, unan a bep tu d’an hent, ha da vont daou ha daou e pep linen. Nan, n’ê ket ar sort treo evit mont en spered an den, mar n’int ket bet laket ennan gant an daoulagad (siouaz ! siouaz ! evidon). Ha pez a roe c’hoaz muioc’h a dudi d’ar zellerien, e oa an amzer : kaer dispar, ’vel ne weler ket alies en Londrez. An oabl a zo kazi digoumoul hag an heol a splann en e gaeran, epad mac’h a e vanno da rei eul liw arc’hant d’ar plego a ra an ezen war dour ar ster vras. Ar gwe, int, a zo krog darn eus o barro da zougen ar gwiskamant alaouret gant al liw aour a zigas d’ê a ze da de an diskar amzer.


§ XVIII. — WAR RÔK ! — KALONAD EUR ZELLEREZ


War rôk breman, da heuilh an Tad Fletcher, a zigor ar prozision, ar groaz en e rôk. Ar beleg-man a zo anaveet mat en Londrez, dre ma oa gwejall protestant, ha m’an neus dispignet e oll danve (ha bean an nevoa kalz) evit ober ar vad endro d’ean. Eur zae-veleg a doug hirie ha, warni, ’pez a zo c’hoaz souezusoc’h evit Londreziz, eur sourpiliz gwenn. Da gentan, e zo poan a-walc’h o vont gant an hent, abalamour m’en em gaver e kichen palez ar Parlamant, elec’h ma ve eun engroez bras a dud. Hirie e zo muioc’h c’hoaz evit an deio all, en askont da eured an Otro Churchill, ministr ar Justis. E ver oc’h ober anean en iliz Santez-Marc’harid, eun illz parouz hag a zo stok da chapel Westminster.

Mes poliserien a zo a-leiz endro d’ar vugale evit digeri d’ê an hent, ha ’vit mirout ne digouefe droug ebet gante ; 2.000 emaint eno pe war droad pe war varc’h (et da c’houlen kemend-all digant