Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

helebini gante da c’hout piou a gollo ar muian a ineo hag a zistrujo ar buhanan ar peuc’h hag an urz vat : n’eus fors ! Ma vemp a du gant ar Pab, ma vemp diwallet gant ar Werc’hez ha nerzet gant Sakramant an ôter, ne digoueo droug ebet ganimp, hag, en tu-all d’an dour pe d’an tan, e kavfomp c’hoaz deio a beuc’h adalek ar bed-man, da c’hortoz kavout er bed-all ar peuc’h a bado da viken ». (Strakadeier ha hopadenno a-leiz).

’N eur dont e-mêz eus ar zal e lavare an oll n’helle ket bodadenno ar gevren c’hallek bean klozet gant eur brezegen dereatoc’h. Ar chilaouerien a gavan war ma hent pa zistroan, me-ma-unan, eus palez ar Parlamant d’am hosteleri, a zo c’hoaz gant ar gôz-se ha n’hallan ket harz da laret d’ê : « Oh ! me ’m eus keun ne oan ket ganac’h ! Oh ! ma ne vije ket bet tailhet d’imp an amzer evel mac’h ê, pe, da vihanan, ma ’mije bet daou gorv ! »


§ XVII. — PROZISION AR VUGALE : 10.000 BUGEL REGENNET.


Tapet ganimp hon meren, ec’h eomp dioustu en gwetur evit mont d’ober eun dro da bark al loened iskis, eun dra c’hoaz ha n’heller ket mont da Londrez hep mont d’hen gwelet : pinvikoc’h ê ha dreist-oll gwelloc’h dalc’het evit hini koad Boulogn, en Pariz.

Ne fell ket d’imp, avat, ec’h afe hon oll indervez gant ar valeaden-ze. Eun all hon deus d’ober hag a gomzo kalz muioc’h ouz hon c’halon : c’hoant ’zo ganimp da welet ar vugale a ra pemzek mil anê eur prozision emberr d’abarde. N’omp ket ’vit tapout da welet ’nê o tremen en renk dre ar ruio,