Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

’Vit achui, e tigasin sonj d’ac’h eus eun istor a lennomp en bue sant Hiasint, unan eus menec’h kentan sant Dominik.

Eun de en em gavas ar zant en eur gêr a oa bet flastret ha laket an tan enni gant barbared : ne oa nemet flamm endro d’ean. N’en devoa d’ober nemet mont e-kwit evel ar re-all. Mes, kent en em sovetaat, e fell d’ean sovetaat e Zalver, Doue an Eukarist. Hag hen o vont eün d’an iliz ha d’an tabernakl, en despet d’an tan ha d’ar moged, o kemer ar sibor a oa ennan ar speso zakr hag o tec’hel gant e densor. Mes teurel a ra ple d’eur Werc’hez vein a oa e kichen an oter, hag an nevoa pedet alies diraki. Ha setu ma seblant d’ean he c’hlevet o laret d’ean : « Ha me, ma mab ? Daoust hag-en am lezi aman da vean dizakret gant ar varbared ? » Bras ha ponner e oa ar skeuden. Mes ar fe a gresk nerz Hiasint : hag hen d’ei hep marc’hata. Pozet gantan ar sibor war an ôter, e pign war ar jijen hag e tap krog er skeuden. O burzud ! skanv skanv e kav anei etre e zivrec’h, skanv evel eun neuden. Hadkemer a ra an hostio ha, gant e zaou densor, e treuz ar flammo hep poan ebet. Prest goude ec’h arru ouz eur ster vras : dioustu ebarz, hep chom da zonjal, hag hen o kerzet war an dour a zo deut da galetaat evel skorn. Setu nean war ribl an tu-all, hen sovetaet, ha sovetaet gantan Jezus-Hosti ha skeuden e Vamm.

Ac’hanta ! Ni ive, kwita ? ’n eur vont e-mêz eus ar c’hendalc’h-man, hon devo hag a viro en hon c’halon diou c’harante vras : ar garante evit Jezus er Zakramant hag ar garante evit ar Werc’hez e Vamm. Ha bezomp fians ! Ret e vo d’imp marteze treuzi eur froud konnaret, pe eun tan-gwall, heman enaouet ha honnez laket da redek gant tud dizoue,