Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

penegwir e tleont ober o zro etre 3 h. ha 4 h. : mes, o vean ma n’ê ket bet lezet kezeg hon gwetur da dermal, ec’h arruomp kent ma teu ar vugale e-mêz eus an iliz veur, ha kemeret ê ganimp al lec’h gwellan evit ma paro hon daoulagad war bep tra.

Mes laret dioustu pez a c’hoarve neuze e vefe lakat an alar rôk ar c’hilhoro : red ê d’in rei da c’hoût da gentan penôs ê bet kont gant ar prozizion an neus bet digaset ar vugale d’an iliz veur.

Goulet am eus gant heman, goulet am eus gant henhont, ha lennet ’meus eur pennad skrid hir-hir en eur gazeten vras hanvet an Daily Telegraph, ha gouzout a ran reiz, breman, pez a zo bet c’hoarveet ha penôs. Ha gant aon ne ve tamallet d’in ec’h an da livan gevier war digare rei muioc’h a dro d’eur lid katolik, e fell d’in laret ec’h ê protestant ar gazeten he deus roet d’in ar peurvuian eus an doareo.

En berr ha berr, setu aman ar pez am eus kavet enni. Aboe ma oa bet grêt jubile ar rouanez Viktoria er bla 1887, ne oa ket bet gwelet en Londrez eur vodaden vugale ken bras hag an hini a wel an nen hirie etre kreiste ha taer heur war gê Viktoria : lar a rafe an nen, en gwirione, eur vodaden verien. Koulskoude n’ê ket c’hoaz 1 heur ha ne dleer mont war rôk nemet da div heur hanter. Mes kement a vugale gatolik (15,000) o deus roet o hano, ken n’hello ket ouspenn an diw drederen anê kavout lec’h er gatedral. Setu perak ê bet digaset abret pep rummad gant o mestro pe o mestrezed skol : seul vui ma vefont tostoc’h da benn arôk, seul vui e vo gwelloc’h o doare. Bep mac’h arruont, e kemeront o renk ha ’benn diw heur hanter, ec’h a gante eun hanter-lê, daoust d’ê