Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

man brezel ken têr ha ken kri, ma oa lorc’h bras a-wejo en he gwaskerien o sonjal e oa êt pe kazi êt d’an traou. Ha kentan a rê e vije hadsevel, kresket ganti he nerz hag he splander. ’Benn neuze e oa êt da vann ar re a gave gante bean sielet warni men he be (Strakadeg).

Mar zo konfort o welet kement-man, lezet anon da laret d’ac’h, ma breudeur a Vro C’hall, ec’h eo dreist-oll evidomp. Ya, gwir eo, deio a drubuilh he deus du-man an Iliz gatolik da dreuzi en hon amzer.

Mes bezomp fians ! Hon anken a chom pell warlerc’h an hini he deus pouezet war gatoliked Bro-Zôz. N’ê ket arru evidomp amzer Herri VIII hag Elizabet. Hon eskibien, hon beleien, hon c’hristenien a zo deut d’en em stardan an eil ouz egile ken start mac’h int evel peget. Gwasker ebet na deuio a-benn d’o distagan, ha ne chomfomp ket tri gantved arôk gwelet… (Strakadeg, hopadenno hep fin). Kaset ho peus ma frazen d’ar penn gwelloc’h evit n’am mije gellet he c’has. Nan, n’hon devo ket da c’hortoz tri gantved rôk gwelet al liberte da heuilh hon relijion o tistrei war he c’hiz d’hon mamm-vro vinniget (Strakadeg, hopadenno evit ar Frans).

Mes n’ê ket hepken evit ar laouenidigez, ar c’honfort hag en esperans a dalv d’imp an deio-man a gendalc’h, hon deus da drugarekât an Otro Doue. Kemend-all ha muioc’h c’hoaz a anaoudegez vat a dleomp d’ean evit ar c’haeran eus e zonezono, evit an Eukarist, eun donezon hag an eus grêt d’an holl dud. Mes lod anê, siouaz ! n’eus ket fellet d’ê he digemer, ha lod-all, goude bean he digemeret, n’o deus ket he miret. Oh ! nag evurus ê ar broio katolik evel hon hini ! Oh ! mar gouijemp