Mes kavet am eus bet er gazetenno peadra da zivec’han eun tamm ma c’halon ha da vihanaat ma c’heun.
An otro Buret, eus Lille, an eus komzet eus ar burzudo a ra ar Zakramant Santel ’n eur dremen, en prozisiono Lourd, e-kichen an dud klanv, hag eun depute Belj a zo deut war e lerc’h da laret d’imp nan eus netra hag a dalvefe an Eukarist evit lakat an dud d’en em garout ha d’en em zikour.
Goude e teuas tro an Otro Amette. Me garfe lakat aman e gomzo penn-da benn, ’vel m’am eus o lennet en eur gazeten c’hallek. Mes re a blas ac’h aje gante.
Setu aman, da vihanan, eun nebeudig eus e brezegen : kement ha rei da danva.
Goude bean laret trugare da gement-hini an neus bet kemeret poan pe evit lakat war droad pe evit heuilh ar c’hendalc’h, ha dreist-oll d’ar Pab Pi X, e sav e galon anaoudek betek an Otrô Doue, perc’hen an oll c’hraso.
« Trugare d’ean, da gentan, eme an Arc’heskob, evit ar c’hras kaer a ra d’imp da welet aman ’vit an deio treo ken burzudus. Ya, ’vad a ra d’hon daoulagad kouean warne, ha muioc’h a vad c’hoaz d’hon spered sonjal enne. En gwirione, an neb a zell piz ouz ar pez a zinifiont a zeblant d’ean gwelet o sevel a neve, war Vro-Zôz, heol binniget ar fe gatolik. Ha n’eman ket hepken an heol-ze o strinkan ganti sklerijen ar goulou-de : krog ê dija da skuilh warni luc’h ha tommder, ha, ma ve bolante Doue, goude an nerz neve an nevo bet digant hon c’hendalc’h, e vo gwelet hep dale o paran ’us d’ei, en e greiste, gant e danijen vadelezus.
Kement-se a ziskoe sklêr e pado an Iliz Katolik betek fin ar bed. Bet e zo grêt d’ei beteg an heur-