Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

eo a gano, aman an oferen, eilet gant beleien eus Konstantinopl.

Mes, c’hoaz eur wej, perak dont da Londrez evit-se ? Toue, zur, c’hoant e zo bet da rei eur gentel d’ar brotestanted. Alies e tigoue d’ê laret ec’h ê an Iliz c’hresian ha n’ê ket an Iliz Roman he deus miret gizio ar gatoliked kentan : setu diskoeet d’ê e kav mat an Iliz Roman lido ar C’hresianed katolik ha setu-hi didamall war ar poent-se.

En tu-hont da ze, plijout a ra kalz al lido kaer d’ar Zôzon katolik : setu roet d’ê o c’hoant. N’ê ket d’ê oll avat, rak kalz anê, evite da gaout bilhejo, o deus renket, dre ma vanke lec’h, chom e-mêz.

Mat e ran eta lezel ma lec’h gant eun all ha chom er gêr.

Er gêr ? Ya, evit eur pennadig. Rak fellout a ra d’in bean arôk unek heur ouz palez ar Parlamant. Heman n’haller ket gwelet ’nean bemde na da bep heur, ha koulskoude, evel m’am eus laret uheloc’h, e vefe eur pec’hed evit eun diaveziad lezel ’nean a goste.

Mar n’an ket d’hen gwelet hirie ha deus ar beure, ec’h on tapet. Mes petra a rin da c’hortoz uneg heur ? Petra, nemet mont d’ober eun dro d’ar British-Museum. Ar mirdi-man a zo ennan treo a dalvoudegez vras. Mes bean ’neus e bar en Pariz : mirdi ar Louvr a dalv anean. Setu perak ne gomzin ket anean. Ar Parlamant a viziter anean war-dro uneg heur : mes laret am eus dija petra ec’h eo.

Stagomp eta, dioustu gant ar vodaden a zo bet en Kaxton-Hall ar beure-man. An hini divezan e oa, ha keun bras am eus dre mac’h on bet harzet da gemer lod enni.