Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

Gwir eo n’hell ket an oll veleien bean kanerien eus ar c’hentan ha diski ar c’han d’o farousianiz : mes bepred eo e tleont pleal gant se ha klask sikour ma n’int ket int o-unan evit en em dibab. Gant eun tamm bolante ’vat, dreist-oll ’n eur stuman mouezio gwak ar vugale hag an dud yaouank, e teuer a benn da gaout kanerien ha kanerezed evit an ofiso, ha setu gwelloc’h enoret Doue ar Zakramant, setu roet evel eskili d’an ineo evit sevel trezek ar baradoz.

’N eur laret kement se ne lare an Tad Gatard, red ê d’imp hen anzav, nemet ar wirione.

Ar wirione a oa ive gant an Tad Gougaud, eus ar memes urz, pa zisplegas d’imp an doare ma vije oferniet en Iliz goz keltiek[1]. Setu aman steuen e ziviz.

A-wejo, emean, e klever ar brotestanted o laret e rene ar gwir relijion gatolik en Breiz-Veur en amzer ar Gelted, mes e tigoueas d’ei bean disliwet gant ar manac’h Ogustin hag ar visionerien all deut eus a Rom : gwej-all dreist-oll, eminti, ne greded ket diwarbenn Sakramant an Oter ar pez a roer da gridi d’ar gatoliked a hirie.

Gaou a leront evel m’hen diskoe d’imp ar papero koz eman warne istor an amzerio keltiek.

Kreden an amzerio-ze a oa hanval ouz hon hini diwarbenn beans (présence) an Otro Doue er Zakramant adorabl. Arabad laret memes tra ne oa kemm ebet etre lido an Iliz kelt ha re an Iliz Roman. Ha gant-se, peder gwej e weler en bue sant Koulm[2] daou oferenner war eun dro ouz ar

memes oter. Pa deue eun eskob da vanati bras

  1. Pajen 30.
  2. Pajen 28.