Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

e-unan an oferen. « Ya vat » emon-me, eun tammig souezet ; « plijadur hag enor a refet d’in. »

Mat : mont a ra an oferen war rôk, ha ma responter, me lar d’ac’h, a zo a-zevri ganti. Koulskoude, pan eo arru ar Sanctus, ne glevan ket ar c’hloc’hig o son. « Daoust petra a zo ? » a zonjen. Trei a ran ma fenn a-goste, ha me o welet ma responter, krog en eur baniel, o saludi gantan an ôter. Distaget an nevoa diouz ar voger, ha hep goût doare d’in, baniel zouaved ar Pab, a oa bet staget outi dre westl. Ober kement-se na oa ket a dra zur herve ar reolen merket er levr oferen : koulskoude em eus ar greden en nije pardonet ar Pab ar sort fazien. Mes piou e oa ma zoudard ? Ar bed-oll a anav e hano, penegwir e oa ar jeneral de Charette. »

Eun dudi eo bet evidomp klevet eun histor ken kaer.


§ XV. — AR C’HAN. — DOARE OFERNIAN AN ILIZ GOZ KELTIEK, HERVE AN TAD GOUGAUD HAG AN OTRO BULEON.


Breman e teu an Tad Gatard, eus urz sant Benead da laret d’imp penôs e tlefed kanan en ilizo. N’ê ket, avat, hep lakat ac’hanomp da c’hoarzin a-wejo, dreist-oll pa deu da laret d’ar bersoned ober diouz ma vo kan ha kan dereat en o ilizo. Kemeret gantan eun nebeut komzo eus levr sakr an Eklesiastik e tiztro anê eun tammig eus ar pez a dalvont, evit laret d’eur person : « Rectorem te posuerunt : non impedias musicam, hanvet oc’h bet da berson, n’et ket da harz ouz ar muzik. »

Ni, ’n eur glevet se, n’hellomp ket herzel ouz eur mousc’hoarz. Rak tremen a ra neuze dre hon spered meur a berson hag a ganer fall en o iliz.