Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

Iona, elec’h ma oa abad ar zant, e vije pedet da gensakri wardro gantan.

An hosti zakr a vije torret en tri damm evel ma rêr c’hoaz breman en Iliz Rom. Mes pa deue mare ar gomunion, e rê c’hoaz ar beleg tammo all anei. Seul-vui ma vije bras ar gouel, seul-vui a dammo a vije grêt ; 5 evit war ar pemde, 7 evit gouelio ar govezourien hag ar gwerc’hezed, 8 evit gouelio ar verzerien ; 9 evit ar zulio ; 11 evit gouelio an ebestel ; 12 evit an de kentan ar bla hag ar yaou-gamblid ; 13 evit yaou bask an Asansion ; 65 evit an Nedeleg, Pask hag ar Pentekost.

A dra-zur, biskoaz n’eo bet grêt-se gant ar veleien a heuilhe al lido roman. Mes en Iona, koulz hag en Iverzon hag en Bro-Skos, e oa ken pell ar veleien diouz Rom ha ken nebeut e pleustrent he misionerien, ken e oa hanter disanav evite he doare da laret an oferen. Red ê laret ive e oa neuze ar Gelted, evel mac’h int breman, tud da heuilh o giz-i, tud da lakat eun tamm eus o spered-i er pez a digemerent digant ar re-all. Mes laromp evit o diskarg e zo bet tostoc’h da Rom, ha divezatoc’h, katoliked-all ha na heuilhent ket piz doare Rom war ar poent-man. Ha gant-se, ar Vozarabed, kristenien hag a veve en Bro-Spagn arok ar 15et kantved, a viras lido d’ê o-unan keit ha ma chomjont dindan domani an Arabed : nao loden a rê a-wejo o beleien eus an hosti zakr.

Setu eur berradur eus ar pez a lenn d’imp an Tad Gougaud. Plijout a ra d’an oll, mes muioc’h d’an neb a red en e wazio eur banac’h gwad keltiek. Me bepred evit diskoe hen kavan mat, a strak ma daouarn an eil ouz egile herda m’hallan. N’am eus ket c’hoaz achuet, pa glevan unan eus ar chilaouerien o laret a vouez uhel : « Me a c’houl otre